Korn (strollad)

Korn
Korn e-pad un abadenn er Live on the Other Side tour e Milwaukee.

Bro orin Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Doare(où) Nu metal, alternative metal
Bloavezhioù oberiant abaoe 1993
Label(ioù) Epic, Immortal, EMI, Virgin
Lec'hienn ofisiel https://kornofficial.com/

Izili Jonathan Davis
James "Munky" Shaffer
Reginald "Fieldy" Arvizu
Ray Luzier
Izili bet er strollad Brian "Head" Welch
David Silveria

Korn, pe KoЯn hervez o logo gant ur bennlizherenn R en tu-gin, a zo ur strollad neo-metal (pe nu-metal). Savet e 1992 e Baskersfield, e banlev Los Angeles, SUA. Ur strollad stummet gant al leurenn eo Korn, ha leun a abadennoù a reont a-raok bezan gwelet gant Ross Robinson hag a vo o froduktour kentan. Korn a embann ur bladenn gentañ, « Korn » e anv, e 1994. Buan e teu ar bladenn da vezan anavezet ha dont a ra Korn da vezan arouez strolladoù nevez metal gant Marilyn Manson hag an Deftones. Gant ur sonerezh (glauque) glas-dour ha pozioù nepell eus an neuroz eman Korn ur strollad (controverse) disputet-kenan. E miz C’hwevrer 2005, Brian « Head » Welch a guita ar strollad evit en em ouestlañ d’ar relijion gristen.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search